en direct

  • 92.6 Pontivy
  • 94.8 Vannes
  • 97.3 Lorient
  • 101.7 Nord-Morbihan

Bagad Bro-Landerne 'vo war ar renk 'ba kampionad bagadoù eil rummad 'benn disul 'ba Sant-Brieg

Bagad Bro-Landerne 'vo war ar renk 'ba kampionad bagadoù eil rummad 'benn disul 'ba Sant-Brieg

Kampionadoù broadel ar bagadoù zo e rummad kentañ hag en eil rummad vo dalc’het e-kerzh ar week-end mañ. Evit ar wech kentañ ‘vo aozet an daou gampionad ‘ba memes lec’h hag e kerzh ar memes fin ar sizhun. ‘Ba Sant-Brieg ‘vo bodet an daouzek bagad zo e rummad kentañ hag an unnek strollad zo en eil rummad. Kar dilezet eo bet ar C’houartz ‘ba Brest ‘ma oa aozet kampionad rummad kentañ betek-hen… Re gaer ‘oa daet da feurmiñ ar sal evit Sonerion. Ur sapre week-end ‘vo da gaout, neuzen, ‘ba Palez ar C’hendalc’hioù pa ‘vo da selaou bagadoù ‘vel hini Cap Caval, bagad Kemper pe hini bro-Landerne zo staliet mat en eil rummad abaoe bloavezhioù. Disadorn dremenet ‘noant roet ar sonerien eus Bro-Leon da selaou an heuliadenn ‘vo sonet ganto ‘benn disul…. Selaouomp da gentañ Mael Tomaz zo penn soner ha war lerc’h e klevimp Liam Dlugy Belmont zo soner biniou bras anezhañ. Emaint gant Erwan Blanchard.

Reportages Keleier ar Vro

VOIR L'ÉMISSION
passez_annonce

Envie de passer une annonce ?

Remplir le formulaire

Soutenez notre radio !

Faire un don
soutenir_radio